Zozon eun neubet mizio arog, kichen ar Roc’h, a c’houlennaz bean lezet da vont ive d’ober he belerinaj da Zant Ervoan. Lest a oe da vont ; hag a deuaz ar roue-ze diarc’hen, gant eun devez ien pad ar gouan, deuz ar Roc’h da Landreger ; hag ar re wele anean o tremen dre an hent n’alleint ket harz da ouelan gant true out-han, o welet he dreid o wadan, troc’het gant ar vein ; lakat a rae an dud plouz ha dillad zoken war an hent vit na vije ket ken rust, med Charlez a bellae plouz ha dillad vit derc’hel da gerzet war an douar ien ha war ar vein galet. Arri en kichen an or-dal a diskennaz war he daoulin noaz pazenno an iliz, hag en em stlejaz evelse beteg ar be, hag eno dirag relego ar zant a bedaz a greiz he galon. Ar roue-ze a zo bet dalc’hmad devot kaer da Zant Ervoan. — Ar pardon-ze, hanvet pardon Zant Ervoan er gouan a zo bet dalc’het d’ober anean eur pennad mad amzer, breman ve gret adare, med na ve ken ken kaer ha gwej-all.
Pen Zant Ervoan a oe miret barz iliz vraz Landreger lec’h a man bepred, barz n’eur voest arc’hant aouret ; he relego all a oe laket ive en boesho ; roet a oe lodenno diont-he da veur a Roue ha da veur a Eskob. — Goude ma oe losket deuz prizon ar Zozon, Charles de Blois a deuaz c’hoaz en pelerinaj da Zant Ervoan vel ar wej kentan, eur bla rog emgann Alre, lec’h ma oe lac’het. D’ar roue-man a oa bet roet relego ive, med na viraz ket anhe evit-han, eur loden anhe a roaz da Roue ar Chypr, Hug a Luzignan, he genderv, ha lodenno all da veur
a iliz en Breiz. Hen he-unan. a dougaz ar relego--
3*