Peleac’h, peleac’h ema hor bugelik bihan…?
Mall eo d’iñ heñ gwelet, heñ starda em divreac’h…!
(Trifina a gouez, dam-zemplet, war eur gador-vreac’h.)
Na livirit netra…? Va fried ker, pe-leac’h
Ema hor bugelik…?
Krouer braz ann Neñvou
A lez he zorn pouner da goueza a-wechou
War he vugale baour…! Arzul, plegomp hor penn !
Pep den war ann douar hen deuz he blanedenn…
Hon hini, e taol-mañ, ha zo rust ha garo !
Va Roue, hor bugel a zo, siouaz, maro…!
Maro…?
Ia, ia, maro, adal ma oa ganet !
Chetu, da vihana, ar pez hen deuz laret
D’iñ va breur Kervoura… Koulskoude, e kredenn
Hen doa va c’hroadur laosket eur griadenn
Pa oa o toñt er bed…! Oh ! ar griadenn-ze !
N’hec’h ankouaïñ biken, keit ma viñ e bue !!!
A c’hendall va fried, me na ouzouñ netra,
Nemet ar pez hen deuz laret d’iñ Kervoura…
Zemplet e oann a-grenn, ha war nez da vervel…!
Ha bepred e klevañ kriadenn va bugel !
Gwir a lare ar maskl !
Da Drifina, a vouez huel.
Ha peleac’h eo beziet
Korf ar c’hrouadurik…?
Siouaz d’iñ, n’ouzouñ ket…!
Kaër goulenn am euz bet, bete vremañ va breur
N’hen deuz laret d’iñ mann…!
Doue, pebez gwall-eur !!!
Livirit d’iñ, m’ho ped, hag ann amiegez
A reaz ho kwillioud…? Peleac’h ema hou-nez ?
N'oun doare, va fried ! Marteze Kervoura
A oar peleac’h ema…? Me na ouzouñ netra,
Ha ze a ra d’iñ souez…! Adaleg ma c’hanaz