Pajenn:Gwilhom - livr el labourer.djvu/111

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
102
GUERZENNEU.

Dré dair gueh ar ludu, streawet ar er pawer,
Lettrad grek ha latin peb eil gueh e skriwer,
Ha ged oleaw santel é veniger kroezieu
Zou liwet a beb tu ar ol el mangoerieu.
Tro ha tro d’en iliz ha dré greiz en dachen
É hier é prehesion kent larèt en ovren :
Nezen é hel en ol guélet en iskobed
Hag en tri tad abad ged ol ou zrapisted.
Kent monèt én iliz, en iscob a Vrieg
En des étal en or, groeit t’en ol ur predeg :
« En ti men, e mé ean, zou ti en Eutru Doué,
« Ul leh a benijen hag en or ag en né. »
Ol er bobl e hum vah hag, avel houleneu,
E hum daul ged ivoul de gleuèt é gonzeu.
En overen neoah, ged el lideu kaeran
Dré iskob Sant-Brieg e zou laret ar gan.
Arlerh en overen, en iscob a Huened
En des groeit ur predeg d’er veneh Trapisted ;
É gonzeu zou ken dous, ken tiner ha ker mat
Mé tenant en dareu ol ag en deulegad.
En ol a voeh ihuel, é kreiz er brasan joé
E gan en Te Deum eid trugairikat Doué,
Ha peb-unan e lar, én ur zistroein d’é vro :
Kenavo, leh santel, Timadeu, kenavo !