Pajenn:Gwilhom - livr el labourer.djvu/124

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
115
GUERZENNEU.

En ur houlen ged é dad
Aveid omb ol pardon,
É varw, el ur bugul mat,
Dré zorn er vourreawion ;
Ind en dichen én ur bé,
Gouarnet ged soudarded ;
Mez biken ne vou mab den
Magadur er prinwed.

En drived dé, lein a hloer
É resusit Jezus,
Douget en des er viktuer
Ar er marw ker spontus.
Chom e hra hoah ér bed men
E pad deu uégend dé,
Nezen, ar ur gogusen,
É saw de vlein en né.

Kanamb ol é peb amzer,
Kanamb d’er paravi,
Gloer hag inour d’er Salver,
Kanamb ged mêlodi.
Mez én dé men a bardon
Kanamb a voeh ihuel
Eid inourein ur patron
Mab en Tad éternel.