Pajenn:Gwilhom - livr el labourer.djvu/24

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
15
KESTEL I.

« Ur hroah ag er harter e za neoah un dé
« De huélèt hé hommer ha de hout en douéré.
« Hi e sel perhueh mat er minour pen d’er ben,
« E daul mé d’é gonzeu, d’é vin ha d’é grohen,
« Ha d’é lagad koachet, ha d’é anal vlazer
« Ha d’é vleaw milein-guen, ha d’é skrigneu goaper.
« Nezen é lar dehon mont t’ober ur balé
« Hag é ped er gaih vam de zonèt a kosté :
« A houdé pel amzer, e mé er hroah dehi,
« Kommer, é kleuan konz ag er mab a hou ti,
« Ag hé valéieu noz, ag ol é droieu kam,
« Ag er spered en des deuston ne greska tam.
« Me mes er selet mat ha fari bras e hran,
« Kommer, ma ne vaget krouédur ur polpegan.
« Neoah galwet t’er ger bremenik hou s-hostiz
« Ha digaset ged n-oh eid on ur gloren miz.
« A p’ou guél deit én ti, é kemer er gloren,
« E sil er ioud e barh, é seblant er hampen ;
« Neoah er polpegan e gri en ur skrignal :
« Ché mé touchand kand vlai ha biskoah kement ral
« Ne mes bet hoah guélet !!! — Ah ! krouedur de Satan !
« É lar nezen er vam é krog er polpegan,
« Ah ! hiniw a men dorn ha hemb monèt peloh
« Hiniw é varwehei, polpegan a valoh !