Pajenn:Helies Heritourien Biel al Liardou.djvu/13

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
Moris

Takebie, gwir awoalc’h a lavarez, ha, ha, ha… Ankounac’heat am boa dija, vit doare, edoz o vont d’en em lakat e renk ar re varo.., evit eur pennadik.

Biel (goude azeza ouz taol)

Da c’hortoz Valentin, eo red mad d’in farda eun testamant nevez. Silaou ar pez e zan da skriva : « Me… Biel… Pendavad, a fell d’in… e ve… roet… va danvez… d’an niz hen devezo… diskuezet… kaout… ar muia… keuz… d’in… goude va maro. »

Moris

Pe tiaoul a skrivez ?

Biel

Lez ac’hanon-ta da achui : « … Va mevel… Jermen… a vezo… karget da rei da anaout… d’an aotrou Valentin… barner… hano an niz… karantezussa… »

Moris

Biskoaz n’am beuz gwelet, mintoue, eun evelep testamant.

Biel (eb ober van ebet)

«… An testamant-ma… a freuz… kement hini all… am beffe great… diagent.. . Great… d’ar c’henta… a viz ebrel… mil nao c’hant eiz… » Eun tam skrabaden evit sinatur ha mad pell-zo… (Da Voris). Hein ! Moris, petra e peuz-te da lavaret brema ? N’eo ket c’hoari fin an dra-ze ?

Moris

Ne vouien ket, nan, oaz ken louarn a ma peuz an ear da veza… Deut eo ganez avad, hag ama ive eur poent benag, biz meud meur a hini a c’helfe koeza en ho dorn, Biel.