Ha goude m’her grafe, ne ven ket souezet tam ebet goude ar pez am euz klevet, m’ar d’eo gwir da viana… Da c’hortoz, na lavar grik ebet var gement-ma, neketa, Moris.
Bez disousi ; n’euz ket a risk a vez gwerzet gant da gamarad koz… Mez, evit chench kaoz, e pelec’h e chom-ta an aotrou Valentin ? Daoust ha Jermen hen deffe great tro c’houllo ?
Kleo ! setu hen arru, a sonj d’in. Pa vez komzet euz ar bleiz, te voar…
E vez gwelet e ziou skouarn.
Pe ar pen all… n’euz forz… Allo ! m’ar kerez e savimp en hor za da rei digemer dezan… (sevel a reont).
Bonjour : petra zo nevez-ta dre ama, nonde vingt-deux, pa zeur deut d’am c’hlask gant kement a brez ?
Va c’hamarad Biel en deuz eun tam affer da ober ganeoc’h hag a c’houlen ma ve dibunet ar c’henta possubl.
Eun affer, Biel ! Ha divar ben petra ?