Pajenn:Helies Heritourien Biel al Liardou.djvu/20

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



NAVED DIVIZ
Jermen

Mad, pa ma an traou o vont da dremen evelse, eo red d’in mont d’en em viska e kaon, ha kemeret eur pen-ognon evit lakat trez an daelou var va daoulagad… O na me am euz mall da velet varc’hoaz o tont : pebez abaden a dremeno en ti-ma ! Gant ma teuio da viana va lavar da veza gwir ! Ne c’houlennan ket gwelloc’h, rag neuze va mestr n’hen devezo nemet muioc’h a fizians en he Jermenik e kement affer all a c’helfe c’hoarvezout da c’houde !…

Achu an arvest kenta.
————


EIL ARVEST


Var an theatr : ar c’hrouf siellet… azioc’h : daou dok a zistribil ha poltred Biel. — E kichen ar c’hrouf : bouteier… En eur c’horn : eur paravel anter-zigor.

KENTA DIVIZ
Jermen (harpet ouz ar c’hrouf, pe azezet varnan)

… Julian, ar c’hossa euz nizien va mestr, a zo bet gwelet o tisken dre an hent doun, gant he vab Bielik krog en he zorn. Ne zaleo ket d’en em gaout ama, a sonj d’in, ha marteze he zaou vreur, Anton hag Olier ne vint ket pell var he lerc’h… (O sevel en he za). O na me am euz mall e ve sklerijennet va mestr var santimanchou pep hini euz he nizien en he genver ! Hen lavaret a ran, hag hen toui a rafen, ar gounid diveza a jomo e tu Julian, evitan da veza istimet ken neubeut a dra beteg vrema… Setu unan benag e tostat… Kemeromp buan hor