Pajenn:Helies Heritourien Biel al Liardou.djvu/22

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Julian

Da entent a ran : ar pez a fell d’id da lavaret eo n’hen devezo ket bet a amzer awoalc’h… N’euz forz ! n’euz forz ! Eur c’hristen aketuz d’he oll zeveriou, evel ma zeo bet hen, na c’hell ket beza surprenet en eur stad fall gant falc’h ar maro… Sonj aliez e kementze, Jermenïk, hag e pezo nerz da zougen ar groaz zo lakeat da boeza var da ziou skoaz koulz ha var va re-me !

Pounner eo e gwirionez !!…

Jermen

C’houi, vit doare, Julian, a garie meurbet ho Tonton.

Julian

Feiz ! dinatur awoalc’h a vijen, ma n’am bije ket her c’haret, goude an oll vad great ganta en hor c’henver, pa edomp c’hoaz o sevel, va breudeur ha me. Hon tad, ouspen ma n’oa ket pinvidik, a jomas pell amzer var he vele, hag hor mam, red dezhi soursial dioutha, n’oa ket gwest gant he gwella bolontez da c’hounid bara d’eomp. Mez va zonton, dre vadelez evidomp, a zigasse d’hon ti peadra da zibri ha dillad da viska, ken na voamp en oad da labourat hon unan. — Goude kementse, n’eo ket just, a gav d’id, em bije karantez evithan ? (Biel a sec’h he zaelou).

Jermen

Mad, hen lavaret a c’hellan deoc’h, ho Tonton ive ho karie, muioc’h eget na ziskoeze, ha na ven ket souezet, goude m’hen deffe lezet ganeoc’h eul loden grênv euz he zanvez.

Julian

Perak komz a draou evelse ? Silaou, Jermen : ne ket en aviz klevet pegement a beadra a jom var lerc’h va zonton e zoun diredet ama : n’hen garfen ket neubeutoc’h, ha goude m’hen dije implijet he