O ia ta !… Paour keaz Tonton Biel (en eur bokat d’ar poltret).
Digemerit an testeni-ma euz va c’harantez hag euz va anaoudegez vad… (En eur lakat ar poltret dirak Bielik). Ne velez ket aze, Bielik, poltret da Baeroun ?… Henvel beo, sell, atao gant ar memez daoulagad seder a rea pa en em gavez ganta. .. Ro eur pokik brao d’ezan.. . Brema, Jermen, e c’hellez hen c’hemeret evit hen lakat en he blas, ha bennoz Doue d’id.
Evit netra, Julian, evit netra.
Kenavo a lavaran d’id, araok mont da lavaret eun De profundis d’ar vered… (En eur bellat). N’ouzoun ket avad a me a zistroio dre ama, rag meur a affer am euz da ober gant va amezeien goz…
Julian !… Bielik !
O mestr ! petra rit ta !
Va Doue ! Va Doue, piou velan-me ? C’houi eo, va zonton ?
Ia, me va unan, korf hag ene… O ! va lezit da bokat d’eoc’h ho taou… va c’halon a zo bâr a levenez !…