Ar pez zo sur, eno e vo kalz ebatoc’h he zoare eged etouez an emgros. Mont a ran d’her c’has.
Ia, hag hast buan ober da dro, abalamour d’id da veza dre ama adarre kerkent ha da vreudeur, m’ar gellez : mez dalc’h kloz da c’hinou avad var ar pez a dle tremen.
Ententet eo, va zonton : kountit varnon ha kenavo ar c’henta. (Mont a ra kuit gant Bielik).
Ac’hanta, mestr, n’edo ket ar wirionez ganen-ta, pa lavaren d’eoc’h oac’h muioc’h karet gant Julian eget gant an daou niz all ?
Gortozomp ken a vo achu an abaden araok barn an nesa. Julian am c’har evit gwir, ne c’hellan mui hen nac’h abaoue ar pez am euz gwelet ha klevet. Mez piou voar ? Marteze an daou all a ziskuezo kaout muioc’h a garantez c’hoaz eget hema.
Ta, ta, ta, ne dit ket da fourra traou evelse en ho pen… Ho Jermenik n’eo ket euz ar re fina, possubl eo ; louarn awoalc’h eo koulskoude pa vez menek da zivinout petra eo an dud !
Allo, sac’h moged !… bombanser fall : setu te adarre o vralla da gloc’h eb ezom… Pebez tech divalo e peuz aze ! sakondien.