Pajenn:Helies Heritourien Biel al Liardou.djvu/31

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

Tonton, en doare ma rit, goude ma zeo bet ken mad evidoc’h.

Anton

Ken mad ! petra livirit euz an inkin koz-ze? Ia ken mad, m’an dije faoutet eur pez a vennek e pevar evit rei d’eomp eun draïk benag d’hor c’halanna.

Sur oun, ne grede ket dibri leiz e gov, abalamour d’he avarisdet.

Olier

Ni a zebro en he leac’h, hein, breur !

(Biel a ziskuez e gounar).
Anton

M’en deuz great eur vad benag, eo lavaret kenavo d’ar bed-ma.

Olier

Requiescat in pace. Amen.

Anton

Ha c’hoaz, ma ve red displega an traou evel m’emaïnt, e lavarfen ne ket hen he-unan eo hen deuz great ar vad-ze, mez ar vosen benniget a zo deut d’hen samma, evit lezel ar re all da ober gwelloch implij euz he liardou.

Moris

Eur vez eo komz en doare-ze !

Olier

A ! pebez tortat a raimp (da Voris) ha ne ket en da enor-te eo avad, amprevan koz !

Moris

Me ra forz, a gav d’id, en enor da biou e ri da dortat ? Lez da storlok zo gwelloc’h d’id, mil takebie, ha taol evez na helfez ket peurober kement tra zo