kalz a zale evit mont d’her c’hlask… Dont a rez, Olier ?
Taolomp evez, breur ! Ha ma ve dibradet eun dra benag ac’han, epad ma vezimp oc’h ober hon tro ?
Bez dinec’h var ar poent-ze : a bell zo dija ec’h anavezomp kement tra a zo var dro an ti-ma, ha ma vankfe an disterra spillen, ni a voeffe var biou lakat ar beac’h da goeza.
Mad, gant aon da veza tamallet gant nikun ac’hanoc’h, me a zo o vont er meaz en ho raok. Didrabassoc’h a vo evidon…
Me am euz c’hoant da ober eveldot, Takebie… Ia, kerzomp ac’halen, evit roi muioc’h a frankiz d’an daou-ma… Na ve ket brao beza fourret en affer gantho…
- (Mont a reont kuit.)
Evel ma kavot ar gwella, aotrouien ; an or a zo digor dirazoc’h… (da Jermen). Te, Jermen, a c’hell da viana chom aze da zivoal an ti… Honest out, a gredan, ha ma rez da zever egiz ma zeo dlet, ni ne vankimp ket da rei d’id eun dra benag evit da boan, goude m’hon devezo rannet al leve.
N’am euz ezom a netra ! bennoz Doue d’eoc’h… Ouspen-ze, c’hui ne gavoc’h ket o pezo re evidoc’h oc’h-unan.
Na c’hellez ket va respount en eun doare derea-