Assuri a rit eta d’eomp, aotrou Valentin, e zeuz eun Testamant great gant hon Tonton, hag a lez al leve da ranna etre va breur Olier ha me.
Ia, hen assuri a ran ; netra n’eo suroc’h ; mez gant aon na chomfe eun tamik douetans var ho speret, e zan da len dirazoc’h an Testamant-ze, rag ganen ema em godel… (Goude hen dispaka). Selaouit mad evit gellout tanva gwelloc’h ar pez zo skrivet gant ho Tonton, Doue her pardouno : « Me, Biel Pendavad a fell d’in rei va oll danvez, goude va maro, d’am daou niz Anton hag Olier, en distro euz ar garantez birvidik ho deuz bet evidon… Great d’ar c’henta a viz ebrel mil nao c’hant pemp… Sinet : Biel Pendavad. » (En eur ginnik an Testamant.) Ma ra plijadur d’id kaout an Testamant, ne peuz nemet her c’hemeret…
Bennoz Doue d’eoc’h… Doueti a rean atao oa great ar paper-ze abaoue eun neubeut bloaveziou.
Na kaera Testamant, hein, breur !
Aotrou barner, pa zeo gwir oac’h eur c’hamarad braz d’hon Tonton, c’houi a lavarfe deomp marteze pegement a leve a jom var he lerc’h ? N’ho poa ket klevet gantan ?
Eo, klevet a rean gantan kement tra a zelle ouz he afferou. Ho Tonton, abalamonr d’he urz vad, en deuz gellet lakat ugent mil lur var interest.