Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
Anton
Ugent mil lur ! Ha pegement dre gant a roe dezan ar zoum arc’hant-ze ?
Valentin
Eur skoed dre gant, ar pez a ra c’huec’h kant lur ar bloaz a leve, m’ar gouzout kounta.
Anton (da Olier)
Ni ho lakaio da rei c’huezek real dre gant, eiz kant lur leve etrezomp hon daou.
Olier
Ma na ve nemet an dra-ze, ne ve ket druz !
Anton
Hag an ti, aotrou barner, pegement a gav d’eoc’h a ve gellet tenna dioutan ?
Valentin
An ti,… gant ar porz-kloz,… gant he damik liorz ?… Vardro tri c’hant lur ar bloaz da neubeuta…
Anton
Goulennomp neuze pevar c’hant lur : unan benag a vo kavet atao d’her c’hemeret evit ar priz-ze.
Olier
Ha goude, netra mui da gaout ?
Anton
Na velan ket, da viana.
Olier
Mad, kompren a c’helles, breur, ne deimp ket a bell gant ar c’huec’h kant lur leve lezet da bep hini ac’hanomp gant an inkin koz.