Pajenn:Helies Heritourien Biel al Liardou.djvu/43

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

divar hon labour… Olier, petra sonjes ? Ha ma kemerfemp ive bep a re voutou, e mesk ar bouteier a zo aze en daou du d’ar c’hrouf ?

Olier

N’eo ket eun dra fall ken neubeut… Gwelomp neuze ha ni a vo ken chansuz eget gant an tokou.

Anton (o tibrada eur re voutou)

0 tonnerr ! Ar rema a zo eur beac’h anezo, ha n’ouzoun ket penaoz e c’helle an immobil koz bale gantho.

Olier

Diskuez-ta, Anton (goude ho dibrada hag en eur ho zeuler d’an douar a frao)…. Ne ket me a garfe ober eul leo gant eur seurt bagou… Mad da verza d’ar pillaouer, pa dremeno dre aze.

―――


PEVARE DIVIZ
Jermen (o klevet trouz ar boutou, a zired)

Piou zo aze ? Piou zo aze ?

Anton (en eur zaludi)

…Bonjour, Aotrou Jermen.

Olier

…Bonjour, Aotrou Jermen.

Jermen

Iskuzit… Me a gave d’in divroidi…

Anton

Ni, divroidi ? pebez fron ! Evit piou e peuz-te c’hoant d’hor c’hemeret.

Olier

M’ar deuz eun divroad ama, eo te, ha ne vemp ket