Beteg gouzout pehini euz an tri niz a vo kavet mad da herita, an testamant-ma a jomo etre va daouarn, hag ar c’hrouf a rank beza kasset raktal beteg an ti-kear. (An daou dest a gemer ar c’hrouf evit mont kuit, gant Valentin var ho lerc’h : hema araok pellât) : Allo ! kenavo, va zud mad hag en eur reketi kement a chanz vad d’an eil eget d’egile ac’hanoc’h…
Klevet e peuz-te biskoaz hano a gementall ? Rei al leve d’an niz a dlie diskuez ar muia glac’har ?… Teir guech immobil a ranke beza hon Tonton adrazur, pa rea eur seurt paper.
Ne ket chom da vantri eo brema : poent eo labourat, breur paour, m’ar fell d’eomp kaout an heritaj hon devoa kement a ezom anezan evit gellout en em zizc’hlea !
Gwir eo, ni hon daou en em glevo atao, n’euz forz pehini ac’hanomp a ve dibabet evel heritour ; mez penaoz miret ouz Julian da veza choazet en hon raok ? Eno e ma an dalc’h.
Deomp da gaout hor breur : marteze, gant hor c’homzou flour hag hor promessaou trompluz, e teuimp aben d’hen lakat da renons d’an heritaj, dirak testou…
Possubl awoalc’h, avad !… Koulzkoude, ervez va zantimant, e ve c’hoaz gwelloc’h gounid Jermen, rag ar marmouz-ze a c’helfe beza kalz noazus