Pajenn:Helies Heritourien Biel al Liardou.djvu/5

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ




ARVEST KENTA

Var leuren an theatr. eun daol, diou gador, eur c’hroufr.

――――――――――



KENTA DIVIZ


Biel (goude eva ar rest euz he volennad

chist en eur azeza)

Gwelomp buan petra zo nevez hirio gant va c’hazeten. Eun dra râl eo kaout enni keleier da ober plijadur, rag en amzer vrema eo diez kompren penaoz e ma an dud an eil e kenver egile…

Sell, petra velan ama ?… (En eur len). Affer heritourien ar miliner ruz. Dilun kenta, da unek heur euz ar mintin, an heritourien a zo galvet dirak al lezvarn divar ben an tam leve chomet varlerc’h maro ar miliner euz a Jarivari… Ar iaouanka euz ar vugale, drouk-kontant euz an doare m’oa great al Iodennou gant an expert, a c’houlen ma vo asrannet al leve dre zaouarn tud all… (En eur deuler e gazeten). N’am boa ket hen lavaret ? Sakondien nag a draou poaniuz ! Na glever mui nemet ar memez kanaouen : sikan ac’halen, sikan ac’haleont ! divar ben leveou. A veac’h ma vez diskennet brema korf unan benag er vered, e veler an heritourien oc’h en em zastum en dro d’he damik peadra, prest avad d’en em zrailla evel bleizi, pa gav dezo e vez roet eur spillen muioc’h d’an eil eget d’egile. . Daoust hag en em gavet e ve an amzer a gomze anezan va zad, Doue her pardouno ? « Eur poent a deuio, emeza, ar vugale n’ho devezo karantez nemet evit an arc’hant, mall ganto da velet ho zud o vervel evit sailla var al leve… O mil sakondien ! pebes tra euzus ! ! Ra blijo gant Doue na c’hoarvezo ket kement all en ti-ma goude va maro ! (Sevel a ra en he za).