Pajenn:Helies Heritourien Biel al Liardou.djvu/7

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
Jermen

Den ebet. Anad awoalc’h eo emichans ho peuz lakeat oc’h oll fizians en daou niz-ze, eleac’h an niz all. Julian…

Biel

Ro peoc’h d’in gant Julian. Hennez n’hen deuz biskoaz va c’haret e gwirionez, evel m’ho deuz great an daou all, ha koulskoude Doue a voar pegen mad oun bet en he genver, betek derc’hel var ar mean-fount he vab kossa Bielik…

Jermen

Ah ! mestr ! c’houi o pezo eun dromplezon, ma ro Doue d’eoc’h amzer awoalc’h evit anaout ar wirionez hed an neuden… An niz na c’hellit ket gouzanv dirazoc’h, hennez eo ho kar euz goeled he galon, eleac’h an daou all, va c’hredit pe n’her grit ket, ne garont nemet ho liardou.

Biel

Ta, ta, var ar poent-ze, ne fell ket d’in da gredi, tam ebet, nan, ne fell ket d’in.

Jermen

Va c’hredi a c’hellit. Anton hag Olier, ken aliez guech ma teuont d’ho kwelet, ne reont nemet ho rouza, ha kerkent a ma vez ho zreid er meaz, e tirollont da c’hoarzin goap… Sur oun, ar re-ze ho deuz mall e vec’h maro, abalamour da c’hellout krabanata ho peadra.

Biel

Oh ! ma ve gwir kementse ? Sakondien, ma ve gwir !

Jermen

Re wir, siouaz ! Daoust a n’am euz-me ket ho c’hlevet gant ho c’haketerez : « Tonton Biel, emezo, na zaleo ket da doulrida… Nag a liardou a jomo