ganeomp da ziloueda… Pebez tortat a raimp en he enor deiz he varo…»
Hein ! Evelse ho deuz lavaret ?… Toulrida… liardou da ziloueda. .. eun tortat en va enor !…
Ia, mestr, ha kalz traou all euzussoc’h, dirak kanfarted henvel out-ho hag a helfen da henvel d’eoc’h.
En han’ Doue, n’her gra ket ; n’am euz ezom ebet d’ho anaout… (En eur azeza)… Sakondien, pebez ran-galon ma ve gwir ! !… Jermen, kerz da ober da labour ha me jomo ama, evit ober gwelloc’h va sonj…
… Anton… Olier… Poan am euz o kredi kement all euz ho ferz… Koulskoude ma ve ar wirionez e tu Jermen, elec’h beza em hini-me, ha perak na ve ket ? Santimanchou an dud a zo ken diez da anaout en hon amzer ! Da heul ar c’homzou flour a zired divar ho muzellou, e kredfec’h marvad n’ho p’euz ket kaeroc’h mignouned var an douar, ha ma ve dizoloet goeled ho c’halon, petra ve kavet ? ?…
O ma ve gwir lavar Jermen ! Mez penaoz en em gaout gant ar wirionez ? Eno e ma an dalc’h.