emezo, ar gwenan, ar re-ze n’o deuz talvoudegez ebet. Arretet aze, va c’hamaraded iaouank, ha deuit ganen eun tammik mar plij, da vedita var o labour. Gwelit anezo o vont euz an eil fleuren d’eben da zastum an (nectar) pe ar suk a zorti euz ar bokedou, gant pehini a reont o c’hoar hag o meL, en eur vonet evelse deuz an eil fleuren var eben, e kasont varno ar (pollen), poultr hag a zo nesesser evit lakat ar fleur da zonet da veza frouez, rag hervez an dud gwiabl, ma na vefe ket douget ar poultr-ze pe gant an avel, pe gant eun dra bennag-all, neuz forz pegement a fleur a vefe, na zeufe frouezen ebet, ha remerket a zo bet penoz ar jardrinou hag ar gwerjeou tost d’ar gwenan, a zoug atao muioch a frouez eget na ra ar re na vezont ket frekantet ganto. Setu aze eta unan euz o mad oberiou, ha marteze n’eo ket an disterra, petra bennak ma basse heb beza kalz remerket. Hag ar mel, hennez ive na neuz talvoudegez ebet ?
Pa oan-me iaouank koulskoude, me a gave hennez eun dra delisiuz, ha petra bennag ma rea poan ganen gwelet laza loenedigou hag a zastume eun dra ken mad, a vije mâl ganen gwelet va zad o vont gant e zoufrennou, rag sur e oan da gavet eun tam lipous bennak deuz korn pe gorn deuz ar c’hestennou, pa vije mouget o habitanted, ha brema c’hoaz memez a ran kalz implij deuz outan.
Pa vezan anrumet, eur volennad laez gant eur loiad vad a vel araok mont da gousket, eo ar gwella tra a zo da baseal eur rum. Va medesin a lavare d’in eun devez, pa ho pezo poan gouzouk, emezan, kemerit atao diouz an noz araok mont da gousket, eur verennad chistr pe gwin tom, sukrit mad anezan gant mel, n’euz netra gwelloc’h, e-pad an deiz, c’houi a gemero tizann great gant begou drez ha sukret gant mel, c’houi a evo anezan an tomma ma c’helfet, hag heb dale e vefoc’h pare ; mar deo koulskoude re stag ar boan gouzouk, e ve mad d’eoc’h ober eur palast distrempet gant bleut, mel, eur