Pajenn:Henry - Ar gwenan.djvu/17

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 10 —

ze a veler ganto euz o devesker a zo pe pollen, bleut gant pehini en [em] vagont hag a vagont ar gwenan bian, pe propoliz, peg gant pehini eo garniset an diabarz deuz ar gesten, ar c’hoar a zo great gant mel bet o trenka (fermenté) epad peder heur varnugent e korf ar gwenan ha taolet ganto goude ma ’z eo kaledet evel a zeu ar bourjon d’en em zispartia deuz al leaz pa vez bervet mar d’eo trenk. Ha da ober eul liur koar ez a hervez ar re o deuz bet great o studi var ar gwenan ha e-tro dek liur ’vel rak-se ar c’hoar a goust ker, pa vo komprenet mad.


————
Ar Maled pe Gorerezed


Ar maled pe gorerezed a zo eur seurt gwenan ha n’o deuz ken fonction nemed da fekondi ar vam, ha raktal ma komans ar boued diminui, ar gwenan-all en em laka da zistruja anezo, gwelet a vezont e fin ar miz Gwengolo o chacha anezo er-meaz euz ar gesten, lod krog en o zreid, lod all en o askilli, pemp c’houec’h gant ar memeuz hini hag heb truez e vezont taolet er-meaz pe douget memeuz goude maro pell deuz an ti. Ar re-ma eta na vevont d’an hira nemed pevar pe pemp miz.


————


Labour ar Gwenan


A-boan ma ’z eo en em zastumet mad ar gwenan el leac’h ma sonjont ober o demeuranz, ma komansont raktal da labourat evid kempen o zi ; bizitet a vezo kement korn a zo, ha taolet er-meaz tout kement a c’hallfe jena anezo en o labour, goude ma o deuz he gempennet mad e komansont ober koar, ebarz ar folennou koar a vez great tri seurt alveolou pe toullou beza ez euz evid