d’in pa giri. Ha setu Fanch o vont da c’houlen kuzul digant e vamm gaër hag Annaïk, hag int en em zesida da gemer arc’hant da ober an ti ; great a oa eta, na oa ket great gwall huel avat, rag damant a oa d’an arc’hant, dre ma oar oblijet da gaout rekours da ialc’h an estren, moïen a oa koulskoude da loja ennan, frank a oa a c’hiz all, eun doen soul a oa lakeat varnezan, hag an devez ma oa echuet, Mari-Jan Ar C’hrenn a zride he c’halon gant ar joa, biskoaz n’he devoa bet ti ebet en he hano he unan.
Prestik goude, eun neventi all a zeuaz c’hoaz da greski d’ezhi he joa. Annaïk a lakeaz er bed eur mab euz ar re vaillanta, da behini a oa roet an hano Jan-Mari, rag hema a oa fillor d’ar vamm goz. Er memez devez c’hoaz, en eur zont deuz klask eur paëron, Fanch a gavaz ive eur mel neiz gwenan, euz eur bod dero, tostik d’e di. Assa, eme Fanch, red a vefe lavaret eo hema evidon eun devez a vonheur, rag da bete hirio na meuz bet loen ebet d’in-me va hunan, ha setu breman ne don mui evit niveri anezo, ha digouezet er memez amzer gant ma mab bian, pebez chanz. Galoupat a ra Fanch buan d’ar gear evit konta da Annaïk petra en devoa kavet. Dridal a reaz kalonou ar merc’hed o klevet ar c’helou-ze, ha Mari-Jan Ar C’hrenn a rede memez an daëlou a joa deuz he daoulagad en eul lavaret : kement-se, emezhi, a zo eur merk ez eo ma mab bihan ganet var an heur a vonheur, ar pez a zo gwelloc’h evit beza ganet var eur bern arc’hant. Ma, eme Fanch, ma brosper ar gwenan-se ganen, me a bromet lakat a goste ar profit em bezo deuz outho evit rei d’ezan pa vezo deut en