Pajenn:Heritourien Biel al Liardou.djvu/12

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 11 —


MORIS

Takebie, gwir awoalc’h a lavarez, ha, ha, ha... Ankounac’heat am boa dija, vit doare, edoz o vont d’en em lakat e renk ar re varo... evit eur pennadik.

BIEL (goude azeza ouz taol)

Da c’hortoz Valentin, eo red mad d’in farda eun testamant nevez. Silaou ar pez e zan da skriva : « Me... Biel... Pendavad, a fell d’in... e ve... roet... va danvez... d’an niz hen devezo... diskuezet... kaout... ar muia... keuz... d’in... goude va maro. »

MORIS

Pe tiaoul a skrivez ?

BIEL

Lez ac’hanon-ta da achui : «... Va mevel... Jermen... a vezo... karget da rei da anaout... d’an aotrou Valentin... barner... hano an niz... karantezussa .. »

MORIS

Biskoaz n’am beuz gwelet, mintoue, eun evelep testamant.

BIEL {eb ober van ebet)

«... An testamant-ma... a freuz... kement hini all... am beffe great... diagent.. . Great... d’ar c’henta... a viz ebrel... mil nao c’hant eiz... » Eun tam skrabaden evit sinatur ha mad pell-zo... (Da, Voris). Hein ! Moris, petra e peuz-te da lavaret brema ? N’eo ket c’hoari fin an dra-ze ?

MORIS

Ne vouien ket, nan, oaz ken louarn a ma peuz an ear da veza... Deut eo ganez avad, hag ama ive eur poent benag, biz meud meur a hini a c’helfe koeza en ho dorn, Biel.