Pajenn:Heritourien Biel al Liardou.djvu/17

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 16 —


gwelet penaoz e tremeno an traou... Da c’hortoz e ve mad d’id kentelia Jermen var ar pez en devezo da ober.

BIEL

Bez disousi, sonj am euz d’en ober.

MORIS

Kenavo varc’hoaz, Biel ; ne ket inoui a ran ganez.

BIEL

Na me ken neubeut ganez-te ; kenavo, Moris.

————


EISVED DIVIZ
BIEL

Dre aze e m’aout, Jermen ?

JERMEN (O tiredet)

Ia, mestr, petra zo ta ? (En eur velet ar ziel). Ar ziel zo lakeat ama ? O mestr !! petra ?...

BIEL

Ne da ket da ober brema da ziot : digor frank da ziou skouarn : varc’hoaz vintin va nizien en em gavo ama sur awoalc’h...

JERMEN

Ho nizien ? Adarre ?

BIEL

Ia, skrivet a vo dezho bremaik evit lavaret e vin maro, hag enterret raktal goude va maro, abalamour da eur c’hlenved spegus.

JERMEN

O evelato, mestr !