Pajenn:Heritourien Biel al Liardou.djvu/20

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 19 —


mouchouer, rag eb hema, ervez ma lavarer, ne zeuz na kaon na glac’har gwirion ebet... (Ober a ra an neuz da sec’ha daelou pa deu Julian).

————
EIL DIVIZ
JULIAN (krog e dorn Bielik)

Bonjour d’id, Jermenik paour ! (Biel a vez gwelet o tont da zilaou adren ar paravel).

JERMEN

Bonjour d’eoc'h ive, Julian. Setu c’houi en em gavet abarz ar fin ?

JULIAN

N’oa ket possubl d’in en em gaout araok an heur-ma, rag ar c’helou poaniuz n’eo bet anavezet ganeomp nemet deac’h goude hor c’hoan... Paour keaz Tonton Biel ! Eur maro trum hen deuz bet, var ar gount-ze ?

JERMEN

Eur maro trum, ia, hen lavaret a c’hellit ! Biskoaz n’am euz gwelet den ebet o vont buanoc’h... Euz ar mintin oa ken seder ha n’euz forz piou, ha deus ar pardaez oa skubet... Sellit, pa deu ar sonj-ze em speret, e tired eur c’hoezen ien euz va bisaj !... Iskuzit ac’hanon, ma rankan skuilla daelou dirazoc’h.

JULIAN

Kemer kouraj atao, Jermen. An hini a ioa var eun dro da vestr ha va zonton, n’eo ket manket da gaout digemer mad er bed all, rag he zakramanchou diveza...

JERMEN

Siouas ! petra livirit aze !