Ugent mil lur ! Ha pegement dre gant a roe dezan ar zoum arc’hant-ze ?
Eur skoed dre gant, ar pez a ra c’huec’h kant lur ar bloaz a leve, m’ar gouzout kounta.
Ni ho lakaio da rei c’huezek real dre gant, eiz kant lur leve etrezomp hon daou.
Ma na ve nemet an dra-ze, ne ve ket druz !
Hag an ti, aotrou barner, pegement a gav d’eoc’h a ve gellet tenna dioutan ?
An ti,... gant ar porz-kloz,... gant he damik liorz ?... Vardro tri c’hant lur ar bloaz da neubeuta...
Goulennomp neuze pevar c’hant lur : unan benag a vo kavet atao d’her c’hemeret evit ar priz-ze.
Ha goude, netra mui da gaout ?
Na velan ket, da viana.
Mad, kompren a c’helles, breur, ne deimp ket a bell gant ar c’huec’h kant lur leve lezet da bep hini ac’hanomp gant an inkin koz.