Gwelomp buan petra zo nevez hirio gant va c’hazeten. Eun dra râl eo kaout enni keleier da ober plijadur, rag en amzer vrema eo diez kompren penaoz e ma an dud an eil e kenver egile...
Sell, petra velan ama ? (En eur len). Affer heritourien ar miliner ruz. Dilun kenta, da unek heur euz ar mintin, an heritourien a zo galvet dirak al lezvarn divar ben an tam leve chomet varlerc’h maro ar miliner euz a Jarivari... Ar iaouanka euz ar vugale, drouk-kontant euz an doare m’oa great al lodennou gant an expert, a c’houlen ma vo asrannet al leve dre zaouarn tud ail... (En eur deuler e gazeten). N'am boa ket hen lavaret ? Sakondien nag a draou poaniuz ! Na glever mui nemet ar memez kanaouen : sikan ac'halen, sikan ac'haleont ! divar ben leveou. A veac'h ma vez diskennet brema korf unan benag er vered, e veler an heritourien oc’h en em zastum en dro d’he damik peadra, prest avad d’en em zrailla evel bleizi, pa gav dezo e vez roet eur spillen muioc’h d’an eil eget d’egile. . Daoust hag en em gavet e ve an amzer a gomze anezan va zad, Doue her pardouno ? « Eur poent a deuio, emeza, ar vugale n'ho devezo karantez nemet evit an arc’hant, mall ganto da velet ho zud o vervel evit sailla var al leve... O mil sakondien ! pebes tra euzus ! ! Ra blijo gant Doue na c’hoarvezo ket kement all en ti-ma goude va maro ! (Sevel a ra en he za).