Pajenn:Heritourien Biel al Liardou.djvu/47

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 46 —


ANTON

Silaou mad ar pez e z an da lavaret d’id, va mignoun.

N’oun ket souezet e ve tenval da ben en deiziou-ma, ha beuzet da galoun gant ar glac’har ; rag ar mestr e peuz kollet n’hen devoa ket he bar var an douar, eur mestr douz, eur mestr eaz da garet.

JERMEN

Koulskoude ne ket an dra-ze a lavarec’h bremaïk.

ANTON

Ne da ket da ober van, Jermenik... Gwir eo, va breur Olier hen deuz lezet eun neubeut komzou balc’h da goeza euz he c’hinou, mez hen iskuzi a rankomp ; ken glac’haret oa bet o klevet oa maro Tonton Biel, m’en deuz ranket beuzi e c’hlac’har en eur eva eur c’hart hini melen...

OLIER {goude sec’ha he zaoulagad)

Setu petra eo kaout eur galoun re dener.

JERMEN (en he bart he unan)

Ken braz komidian an eil eget egile.

ANTON

Hen toui e c’hellan, Jermen, da vestr n’eo bet karet gant den ebet muioc’h eget gant Olier. Va dever eo hen diskleria a vouez huel, rag, e ken kas ma teufe unan benag da c’houlen da aviz, e voeffez da viana petra da respount.

JERMEN

Piou a sonj d’eoc'h, a deuio da c’houlen va aviz var gementze ?

ANTON

An aotrou Valentin, sur awoalc’h, rag an oll varnerien a zo mad da guriuzat an dud... Lavar