Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/102

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
100
LEVR ANN EXOD.


11. Mes d’ar seizvet bloaz hen lezfot da ehana ; evit ma kavo peorien ho pobl pe a dra da zibri ha ma vezo ar pez a choumo enn ho dilerc’h, boed al loened gouez ; ar memes tra a reot d’ar vinien ha d’ar guez olivez.

12. C’houec’h devez e labourot, ha d’ar seizved ec’h ehanot, evit ma tiskuizo hoc’h ejen hag hoc’h azen, ha ma en em frealzo map ho sklavez hag ann diaveziad.

13. Mirit ann holl draou am euz lavaret d’ehoc’h. Ha na douot ket dre hano ann doueou estren, ha na vezo ket klevet ho hanoiou enn ho kenou.

14. Teir gueach er bloaz e lidot goueliou em henor,

15. Mirout a reot gouel braz ar bara dic’hoell. Epad seiz devez e tebrot bara dic’hoell, evel m’em euz gourc’hemennet d’ehoc’h, e mare miz ann edou nevez, e kenver pehini oc’h deuet er meaz euz ann Ejipt. Ne apparissot ket diraz-oun ho taouarn goullo.

16. Mirout a reot ivez gouel braz ann eost, gouel ar preveudiou euz ho labour hag euz a ghement tra ho pezo hadet enn ho park : Ha gouel braz difin ar bloaz, pa ho pezo dastumet hoc’h holl frouezou euz ho parkeier.

17. Pep paotr a zeuio teir gueach er bloaz dirag ann Aotrou ho Toue.

18. Ne zakrifiot ket var vara goellet goad ann aneval a vezo bet lazet em enor ; ha soa victimou va gouel braz ne vezo ket miret beteg antronoz vintin.

19. Kas a reot ar preveudiou euz frouezou ho touar da di ann Aotrou ho Toue. Ne boazot ket ar menn-gaorv e leaz he vamm. Pe er c’hiz all : — Ne boazot ket ar menn-gaorv a zo c’hoaz o tena he vamm.

20. Kass a rinn va Eal, evit ma kerzo enn ho raog,