Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/110

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
108
LEVR ANN EXOD.


12. Ober a reot ivez pedeir lagaden aour, hag ho staga a reot e pevar c’horn ann arc’h, diou lagaden enn eunn tu, ha diou enn tu all.

13. Ober a reot ivez diou vaz-dougherez gant koat setim, hag ho goloot gant aour.

14. Ho zremen a reot dre al lagadennou a zo e daou gostez ann arc’h, d’he doughen dreiz-ho.

15, Choum a raint bepred ebarz al lagadennou, ha ne vezint gueach ebed tennet er meaz anezho.

16. Hag e lekeot ebarz ann arc’h ann desteniez a dleann da rei d’ehoc’h : (Da lavarout eo, taolennou al lezen).

17. Ober a reot ivez ar propitiator gant aour euz ann hini pura hag en devezo daou ilinad hanter a hed, hag eunn ilinad hanter a ledander.

18. Daou cherubin a reot ivez gant aour kannet, da lakaat enn daou du d’ar propitiator[1].

19. Eur cherubin enn eunn tu hag eghile enn tu all.

20. Daou gostez ar propitiator a c’holoint gant ho diouaskell digor, hag e c’holoint ann oracl, ha troet ann eil ouc’h eghile e sellint ouz ar propitiator a dle golei ann arc’h.


21. E pehini e lekeot ann desteni a roinn d’ehac’h ; (Da lavaret eo, diou daolen al lezen).

22. Ac’hano e roinn va urzou ; divar ar propitiator hag euz a greiz etre ann daou cherubin pere a vezo var arc’h ann desteni, e livirinn d’ehoc’h ann holl draou am bezo da c’hourc’hemenn dreiz-hoc’h da vugale Israël.

23. Ober a reot ivez eunn daol gant koat setim,

  1. Aour kannet, da lavarout eo, aour labouret gant ar morzol.