Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/126

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
124
LEVR ANN EXOD.

bernakl pa vijent oc’h ober deveriou ho c’harg. Hag ann dillad-se oa prizuz bras, goloet a aour hag a vein pricius ; rag ann Env hag ann douar a zo d’ann Aotrou Doue. Ann dillad-se, evel ann traou all euz al lezen goz, a skeudenne ar pez a dlie c’hoarvezout e relijion Jezuz-Krist, ha pep pez anezho a verke ar zantelez a dlie da gavout ar re ho doughe, hag ar vertuziou kaer a dlient da ziskouez enn ho buez.

Ann traou-ze na zellont ket hep ken ouz ar velien. Sant-Per, o komz ouz ar gristenien, a lavare. Beza ez oc’h ar vouen choazet, ar vileghiach roeal, ar bobl santel, evit kenniga da Zoue sakrifiçou a veuleudi pere a vezo dighemeret mad dre Jezuz-Krist. Pa’z omp eta a ghen huel qualite, diouallomp d’en em zizenori dre voal bec’hed ebed.





PENNAD XXIX.


Sakradur ar veleien. — Sakrifis ar mintin hag hini ar pardaez.


1. Chetu petra ho pezo da ober evit ho zakri beleien d’in-me, kemerit eul leue diouc’h ann tropel, ha daou vaout hep tach.

2. Bara dic’hoell, eur voastel ivez hep goell hag arroset gant eol, ha kuignouigou dic’hoell ivez ha goloet gant eol. Ann traou-ze holl e reot gant bleud guiniz flour.

3. Hag o veza ho lekeat enn eur baner, ho c’hennigot d’in ; al leue hag ann daou benn denved a zigasot e kichen ann aoter.

4. Lakaat a reot neuze Aaron hag he vugale e toull dor tabernakl ann desteni. Ha pa ho pezo goualc’het ann tad hag he vugale gant dour,