Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/14

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
12
LEVR ANN EXOD.

hag henaoured Israël[1] beteg roue ann Ejipt, hac e leverot d’ezhan : Ann Aotrou, Doue ann Hebreed, en deuz hor galvet : mont a raimp hed tri dervez kerzed ebarz er gouelec’h evit ober eur zakrifis d’ann Aotrou hon Doue.

19. Mes gouzout a rann penaoz roue ann Ejipt n’ho lezo ket da vont kuit, nemet forset e ve gant eunn dourn nerzuz.

20. Astenn a rinn eta va dourn, ha skei a rinn var ann Ejipt dre ann holl vurzudou a dlean ober enn ho c’hreiz, ha goudeze e lezo ac’hanoc’h da vont kuit.

21. Hag ober a rinn ma kavo ar bobl-ma trugarez dirag ann Ejipsianed, ha pa’z eot kuit, n’ez eot ket ho taouarn goullo.

22. Mes ar vaouez a c’houlenno digant he amezeghez ha digant he hostizez listri arc’hant ha re aour, ha dillad : hag ho lakaat a reot var ghein ho paotred hag ho merc’hed, hag e tibourc’hot ann Ejipt.


————


SKLERIDIGHEZ.


℣ 1. Menez Horeb ha menez Sinaï a zo daou benn euz ar memes menez ; ha chetu perag e veleur ebarz er Skritur e roaz Doue he lezen d’ar bobl, guech var venez Sinaï, gueach var venez Horeb ; enn-deeun ne d-int nemet ar memes menez. Menez Doue a rear anezhan, dre ma en deuz ann Aotrou Doue en em roet da anaout eno e meur a apparition ha dre eunn niver braz a viraklou, pere ho deuz

diskouezet d’ann dud he c’hloar, he c’halloud hag he vadelez.

  1. Henaoured Israël. Da lavarout eo, ar re gosa etouez pobl Israël.