ghen etre he zaouarn diou daolenn ann desteni, skrivet diouc’h ann daou du,
16. Ha great gant Doue ; ha Skritur Doue ivez a oa ingrafet var ann taolennou,
17. Hoghen Josue o klevout trouz ha kriadennou ar bobl, a lavaraz da Voïzes : Iuderez brezel a glever ebarz er c’hamp.
18. Moïzez a respontaz : Ne ket kriadennou tud oc’h em hinsa d’ar gombat a zo aze, na iouc’hadennou tud o lakaat re all e goall atred ; mouez tud o kana eo a glevann.
19. Ha pa oa deuet tost d’ar c’hamp, e velaz al leue hag ann dans ; hag o veza eat drouk braz enn-han, e sklapaz ann taolennou euz a dre he zaouarn, hag e vruzunaz anezho e traon ar menez.
20. Hag o kreghi el leue ho devoa great, hen lekeaz enn tan, her bruzunaz ken a oe eat e poutren, hag e taolaz ar boultren-ze enn dour, hag e reaz da vugale Israël he eva.
21. Hag e lavaraz da Aaron : Petra en deuz great ar bobl-ma d’ehoc’h, ma hoc’h euz tennet var-n-ezhan eur pec’hed ker braz ?
22. Aaron a respontaz d’ezhan : Drouk na vezet gan-ehoc’h, va Aotrou ; rak anaout a rit ar bobl-ma, ha gouzout a rit peghen doughet eo d’ann drouk.
23. Lavaret ho deuz d’in : Gra d’eomp Doueou hag a gherzo enn hor raog ; rak ar Moïzes-se, pehini en deuz hon tennet euz a zouar ann Ejipt, n’ouzomp ket petra a zo c’hoarvezet gant-han.
24. Hag em euz lavaret d’ezho : Piou ac’hanoc’h en deuz aour ? Hag ho deuz digaset ha roet aour d’in,