Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/165

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
163
LEVR ANN EXOD.

amzer eghet eur bloaz, pa’z eo guir e oa savet ann tabernakl enn he blom, ha peptra renket enn he bras d’ann deiz kenta euz ar miz a zigore ann eil bloaz ma eo deuet ar bobl er meaz euz ann Ejipt. Kement-se a c’hoarveze etro miz meurz 2514 goude krouidighez ar bed, 1490 araok donedighez Jezuz-Krist.

Moïzes a zakraz ann tabernakl hag ann traou a oa enn he zervich gant eol ar zakradureziou, hervez ma eo merket er pennad xxx ; sakri a reaz ivez Aaron hag he vipien, guiska a reaz d’ezho ho dillad beleien hag e reaz eur zakrifis da Zoue var eunn dro gant-ho. Ha Doue a ziskouezaz c’hoaz he gountantamant dre eur mirakl braz. Eunn tan burzuduz, a ziskennaz var ann aoter, hag a zevaz loened ar zakrifis gant ann traou all a oa bet kennighet da Zoue. Ar bobl, o velout ar burzud, en em strinkaz he fas d’ann douar da adori Doue, gant doujanz, levenez hag anaoudeghez vad. (Levitik ix, 23, 24).

Er c’hiz-se e vez sakret, pe vennighet, enn hor relijion-ni kement tra a zervich endro d’ann aoter ; ha sakramant ann urz a ro d’hor beleien ar galloud da ober ho c’harg hag ar c’hras d’he ober ervad.

Levenez santel eunn deiz ker kaer a oe troublet gant eur goall daol, pa zonjer nebeuta. Var ar pardez pa oe deut ar mare da ellumi kleuzeuriou ar c’hantoler braz, ha da zevi ezanz var aoter ar c’houesiou mad, Nadab hag Abin, mipien kosa Aaron, a gargaz ho ezansoueriou euz a eunn tan ha n’ho doa ket kemeret divar aoter ar zakrifisou-losk, evel ma c’houc’hemenne al lezen hen ober. Lakaat a rejont ho ezanz var a glaou-ze ha ne oa ket bennighet, hag e kennighent ar vogheden anezhan da Zoue var aoter ar c’houesiou mad. Kerkent eunn tan burzuduz deuet euz ann aoter, ho devaz ho daou hep suilla nag ho c’horf nag ho dillad. Ann holl a oe strafuillet. Moïzes a gonzolaz Aaron, o rei d’ezhan da glevet ne oa ket eur pec’hed marvel fazi he vugale. Mes ret e oa da Zoue rei eur skouer, evit ma vije miret lidou he relijion