Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/167

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ




HISTORIOU SANTEL.


————
Tennet euz levriou al Levitik, ann Niverou, hag ann Deuteronom, pe levr ann distro var al lezen.


————
PENNAD I.


Beach ghenta ann Israelited, o kuitaat menez Sinaï.
(Niverou x.)


11. D’ann eil bloaz, d’ann ughentved deiz euz ann eil miz, ar goumoulenn a zavaz divar dabernakl ar ghevredighez,

12. Ha bugale Israël a ziblasaz, dre renk euz a c’houelec’h Sinaï, hag ar goumoulen a choumaz enn he sao e gouelec’h Pharan. Chetu ama ar renk a zalc’he meuriadou ar bobl a Israël enn ho c’hampereziou hag enn ho diblasou. 1. Meuriad Judaz ; 2. Meuriad Issakar ; 3. Meuriad Zabulon ; 4. Meuriad Ruben. (Ann tabernakl gant meuriad Levi) ; 5. Meuriad Simeon ; 6. Meuriad Gad ; 7. Meuriad Ephraïn ; 8. Meuriad Manassès ; 9. Meuriad Benjamin ; 10. Meuriad Aser ; 11. Meuriad Naphthali ; 12. Meuriad Dan.

33. Diblasa a rejont eta euz a dal menez ann Aotrou, hag e kerzjont epad tri devez ; hag epad ann tri devez-se arc’h kevredighez ann Aotrou a iea enn ho raog, hag a verke al leac’h ma tlient kampi enn-han.