Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/191

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
189
HISTORIOU SANTEL.

ha da zevel enn tu gant-ho. Core, Dathan hag Abiron a ouie voalc’h petra oa kaoz ne oa ket eat pobl Doue beteg ann douar prometed. Kenkouls ha ma ouient oa bet choazet Aaron gant Doue he-unan evit beza belek braz, hag he vugale enn he c’houde ; mes tevel a reont var ar virionez, hag ar gaou a loskont a vouez huel. Moïzes abarz respont a bed Doue, ha sklereet gant ar Spered Santel, e lavar d’ezho : Var c’hoaz e ouiot piou a zo bet choaset gant ann Aotrou, grit hepken ar pez a lavarann d’ehoc’h.

Ar c’hastiz a oe tempzet diouc’h grevusted ha natur ann drouk, en em ranna a felle d’ezho diouc’h Moïzes hag Aaron, hag ann douar en em rann evit ho lounka. Disken a reont beo enn ifern ; ar pez a verk, eme Zant Aogustin, e varvent gant gouieghez mad euz ho revolt ha kaledet enn ho fec’hed. hennez eo peurliesa, hervez ar memes sant, goall varo ann heretiked hag ar schismatiked ; Anaout a reont ho fazi, ha na fell ket d’ezho kuitaat ho c’hreden faoz, dre ourgouil ha dre aheurtamant.

Ar pez a reaz Aaron dre urz Moïzez evit herzel breac’h a un Aotrou-Doue, ann tad Santel a Pap hag e veleien her gra bemdez e kenver ar re a glak ober brezel d’ezho ha ranna ann Iliz. Pedi a reont evit-ho, kenniga a reont da Zoue sakrifiz braz ann offeren, ha Doue a zalc’h he zourn prest da skei, evit rei amzer d’ann dud ingrat d’en em anaout, ha da zistrei var ann hent mad.

Doue a reaz c’hoaz eur burzud kaer evit diskouez d’ann holl penaoz ne ket Moïzes eo en devoa choazet he vreur Aaron da ober anezhan belek braz ar relijion, mes ann Aotrou he-unan. Trizek goalen koat seac’h a oe lakeat ebarz enn tabernakl, unan dre bep meuriad, hag hano prins ar meuriad var-n-ezhi. Pa oe digaset ar goaligner er meaz ha diskouezet d’ar bobl goalen Aaron hepken e devoa blenniet. Ar voalen-ze a oe lekeat endro ebarz enn tabernakl, ha miret eno gant ann traou santel all, evel ar mann ha diou daolen ar gourc’hemennou.