Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/198

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
196
HISTORIOU SANTEL.

original, ha ne oa nemet Jezuz-Krist savet var ar groaz a ghement a helle hor parea. Pa zellomp out-han pa ghemeromp he zakramachou, e teu ar gouli-ze da barea kerkoulz hag ar gouliou all, a ra c’hoaz ann drouk-spered enn hon eneou dre ar pec’hejou actuel. Sellomp eta gant feiz ha gant fizianz, gant keuz ha gant karantez ouz hor Zalver bennighet, ha na varvimp ket evit biken dre ann taoliou dent-ze a bakomp re alies, siouaz ! digant ann dragon ifernal.




PENNAD VIII.


Istor Balaam. (Niverou, pennad xxii, xxiii, xxiv).


An Israelited, o vont etrezeg ann douar prometet, goude beza trec’het ar boblou a felle d’ezho hersel out-ho,

1. A erruaz da gampi e plenennou Moab, eleac’h m’ema Jeriko enn tu all d’ar Jourden.

2. Hoghen Balak, map Sephor, o velout ann holl draou en doa great Israël d’ann Amorrheed,

3. Hag ho doa ar Moabited aoun raz-han, ha na heljent ket herzel ouz he stok,

4. A lavaraz d’ar re gosa euz a vro Madian : Ar bobl-ze a zistrujo ann holl dud a zo o choum enn hor broiou, evel ma kustum ann ejen peuri ar gheod beteg ar c’hrisien. Balak a oa neuze roue Moab.

5. Kas a reaz eta kannaded da Valaam map Beor, ann divinour, pehini a choume var vord ar ster a red e douar bugale Ammon (ann Euphrat), evit he c’hervel da zont d’he gavout, ha da lavarout d’ezhan : Chetu eur