Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/22

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
20
LEVR ANN EXOD.


3. Hag e leverjont d’ezhan : Doue ann Hebreed en deuz hor galvet, evit ma’z ajemp er gouelec’h, a hed tri dervez kerzed, ha ma rajemp eur zakrifis d’ann Aotrou hon Doue, gant aoun na gouezse var-n-omp ar vosen pe ar c’hleze.

4. Roue ann Ejipt a lavaraz d’ezho : Moïzes hag Aaron, perag e tistroit-hu ar bobl euz he labourou ? It hoc’h-unan d’ho labour.

5. Ha Pharaon a lavaraz : Ar-bobl-ze a zo deuet eur bobl braz em rouantelez, guelet a rit peghement eo kresket ann dud-se ; peghement muioc’h na raint-hi ket, ma roit arzao d’ezho enn ho labourou.

6. Pharaon a c’hourc’hemennaz eta d’ar re a oa e penn al labourou ha da viraerien ar bobl[1], o lavarout :

7. Hiviziken ne root mui ar c’holo d’ar bobl da ober he vrikennou, evel araok. Mes ra’z aint, ha ra zastumint ar plouz ho-unan.

8. Ha grit d’ezho fournissa ann niver brikennou a reant araok, hep distol ebed. Rak n’ho deuz netra da ober, ha chetu perag e kriont, hag e leveront : Deomp, ha greomp eur zakrifis d’hon Doue.

9. Ra vezint karghet a labourou, ha ra ho graint piz ha piz, evit na vaghint ket ho spered gant komzou ha ne d-int nemet gheier.

10. Renerien al labourou hag ar viraerien az eaz eta, hag a lavaraz d’ar bobl : Chetu ama urs Pharaon : Ne roann mui ar c’holo :

11. It, ha dastumit-hen eleac’h ma hellot kavout,

ha n’e vezo diminuet netra euz ho labour.

  1. Guiraerien, tud ar guiriou