Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/224

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
222
HISTORIOU SANTEL.


N’euz ket displegou hir da ober var gomzou ker sklear ha ker spountuz. Doue he-unan ho lekeaz e ghenou he zervicher Moïzes, ha Doue hepken a helle lavaret ann traou e c’hiz ma tlient c’hoarvezout. Mes evel ma oa ar bobl a Israël skeuden ar bobl kristen, ar goalleuriou temporel-se diouganet d’ezhan, mar bije infidel, a skeudenn ivez ar goalleuriou spirituel miret d’hon eneou, hag er vuez-ma hag er vuez all, ma na zelaouomp ket mouez ann Aotrou Doue ha ma na heuliomp ket he lezen. Troit kein d’ann Aotrou Doue, dilezit ar zakramanchou, hag hoc’h ene a gouezo hep dale enn eunn dienez re bar d’ann hini hoc’h eus lennet. Mar kendalc’hit da bellaat diouc’h Doue, e teui var ho spered eunn devalijen goasoc’h eghet hini eunn dall e kreiz ann noz. Sklerijen ann Aviel a baro endro d’ehoc’h evel ann heol da greisteiz, ha n’he guelot ket. Klask a reot kredennou faoz vel var dastoun, ha netra na hello kountanti ho spered. En em vaga a reot neuze euz rambreou ho penn evel ma tebraz ar Juzevien ho bugale, hag ar c’hredennou ar re zota, marteze zoken al levriou ar re lousa, a vezo magadurez hoc’h ene. Koulskoude ho puez a vezo evel a ispill diraz-hoc’h ; misteriou ho relijion, ha Jezuz-Krist savet ouz ar groaz, a zeuio bepred enn ho spered, ha na gredot ket d’ho puez ; kennebeut na her greaz ar Juzevien, pa he veljont o vervel var Menez Kalvar. Erfin, pa n’e ket bet falvezet d’ehoc’h servicha ho Toue er joa hag el levenez-kaloun, e servichot ann diaoul, hoc’h enebour, hag ez eot gant-han da veza sklav enn he roantelez, e peleac’h e kafot doueou iskiz ha na anavezit ket c’hoaz a drugare Doue, me lavar, ann drouk-elez hag ann eneou daounet.


————

n,