Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/240

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
238
HISTORIOU SANTEL.

kemerit ar vro a dleann da rei da vugale Israël. Ho pet kaloun, dalc’hit d’am lezen, ha me vezo gan-ehoc’h e kement leac’h ma’z eot.

Josue a lavaraz eta da brinsed ar bobl : It a dreuz d’ar c’hamp, hag embannit ann urz-ma : « Grit ho pourveziou, rak abenn tri devez e tremenot ar Jourden, hag ez eot da berc’henna ar vro a roio d’ehoc’h ann Aotrou ho Toue. »

Ar bobl a respountaz : Ober a raimp kement a c’hourc’hemennot, ha mont a raimp eleac’h m’hor c’hassot.

E keit-se, Josue a gassaz spierien da Jeriko, da c’houzout doare ar vro. Arruout a rejont e kear e sarr ann noz, hag ez ejont enn eunn ti digor d’ann holl. Ar c’hreg, hanvet Rahab, a gountaz d’ezho penaoz e oa ar vro karghet a spount rag ann Israelited, ha na vije ket diez he c’hemerout, n’e doa ket achuet mad he c’haoz, ma teuaz tud ar roue da glask ann daou spier.

Rahab ho c’huzaz e lein he zi, hag a respontaz da dud ar roue : Bet int bet ama, guir eo, na ouienn ket e oan Israelited ; It var ho leac’h, n’emaint ket pell c’hoaz. Neuze hi a a ziskennaz spierien dre eur prenest a-dre, hag a lavaraz d’ezho : Evel m’am euz great trugarez d’ehoc’h, grit ivez trugarez d’in ha d’am c’herent. Great e vezo, eme ann daou zen. Hag e tistrojont da gavout Josue gant ar chelou mad-se.

Neuze Josue a lavaraz d’ar bobl : En em lakit e stad vad a gorf hag a ene, rak varc’hoaz ann Aotrou a raï enn ho touez traou souezuz.

Antronoz vintin ar bobl a zilec’hiaz evel-henn, Doue o veza merket he-unan ar pez a oa da ober. Ar veleien a zoughe arc’h ar ghevredighez, a gherze er penn araog.