Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/27

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
25
LEVR ANN EXOD.





PENNAD VII.


Kenta goalen ann Ejipt. ann dour chenchet e goad.


1. Hag ann Aotrou a lavaraz da Voïzes : Chetu ho lekeat am euz da Zoue var Pharaon, hag Aaron ho preur a vezo ho profed.

2. C’houi lavaro d’ho preur ann holl draou a c’hourc’hemenann d’ehoc’h, hag hen a gomzo da Pharaon evit ma lezo bugale Israël da vont kuit euz he vro.

3. Mes me a galedo he galoun, hag evit diskouez va galloud, e rinn taol var daol burzudou braz e douar ann Ejipt.

4. Ha Pharaon na zelaouo ket ac’hanoc’h, hag ec’h astenninn va dourn var ann Ejipt, hag e tenninn va arme ha va bobl, bugale Israël, euz a zouar ann Ejipt, dre eur varn garo meurbed.

5. Hag ann Ejipsianed a ouezo ezoun-me ann Aotrou, pa em bezo astennet va dourn var ann Ejipt, ha tennet bugale Israël euz ho c’hreiz.

6. Moïzes hag Aaron a reaz eta eeun-hag-eeun evel m’en devoa gourc’hemermet ann Aotrou.

7. Hoghen Moïzes en doa pevar-ughent vloaz, hag Aaron tri bloaz ha pevar-ughent pa’z ejont da gomz ouc’h Pharaon.

8. Hag ann Aotrou a lavaraz da Voïzes ha da Aaron :

9. Pa lavaro d’eoc’h Pharaon : Grit burzudou dirazomp ; c’houi lavaro da Aaron : Kemerit ho koalen, ha taolit hi d’ann douar dirag Pharaon, hag e vezo chenchet enn eunn aer.

10. Moïzes hag Aaron a ieaz eta da gavout Pharaon,