Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/3

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


SKRITURIOU SAKR.




LEVR ANN EXOD.


————
PENNAD I.


Sklavach ar Bobl a Israël enn Ejipt.


1. Chetu ama hanoiou bugale Israël pere a zeuaz d’ann Ejipt gant Jakob : pep hini anezho a zeuas gant tud he di,

2. Ruben, Simeon, Levi, Judas,

3. Issakar, Zabulon ha Benjamin,

4. Dan, ha Nephthali, Gad, hag Aser.

5. Ann holl dud-se eta, euz a voenn Jakob, a oa dek ha tri-ughent anezho. Hoghen Joseph a oa dija o choum enn Ejipt.

6. Hema o veza maro ; hag he holl vreudeur ivez, hag ar rum kenta-ze holl,

7. Bugale Israël a greskaz, a greskaz, evel ma vrons ar c’hoat ; ho galloud a zeuaz braz meurbed, hag e kargjont ar vro.

8. E keid-se e savaz var ann Ejipt eur roue nevez ha ne anaveze ket Joseph ;

9. Hag e lavaraz d’he bobl : Chetu bugale Israël deuet da veza eur bobl braz ; ha krevoc’h eo evidomp-ni.

1