Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/70

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
68
LEVR ANN EXOD.





PENNAD XVI.


Krosmol ann Israelited ebarz er gouelec’h. — Doue a zigas d’ezho koailled. — Doue a ro d’ezho ar mann.


1. Hag e tilec’hjont diouc’h Elim, hag holl bobl bugale Israël a zeuaz e gouelec’h Sin pehini a zo etre Elim ha Sinaï, ar bempzekved devez euz ann eil miz, goude ma oent eat er meaz euz a zouar ann Ejipt.

2. Hag holl bobl bugale Israël a grosmolaz enep Moïzes hag Aaron ebarz ar gouelec’h.

3. Ha bugale Israël a lavaraz d’ezho : Plijet gant Doue e vijemp maro dre zourn ann Aotrou e bro ann Ejipt, pa azezemp e kichen kaoteriou leun a ghik, ha pa zebremp bara hor goualc’h ! Perag hoc’h eus-hu digasset ac’hanomp er gouelec’h-ma, evit lakaat ar bobl holl da vervel gant ann naon.

4. Hoghen ann Aotrou a lavaraz da Voïzes : Emaounn o vont da reï d’ehoc’h eur glao bara euz ann env ; ar bobl a ielo er maez, hag a zastumo ar pez a vezo a-oualc’h evit pep devez, evit mac’h amprouinn anezhan, da velout hag hen a gherzo em lezen, pe ne rai ket.

5. Mes d’ar c’houec’hvet devez, ra zastumint da virout, ha kement-se ann hanter muioc’h eghet na gustument dastum ann deisiou all.

6. Ha Moïzes hag Aaron a lavaraz da holl vugale Israël : D’ann abardaez e ouiot enn deuz ann Aotrou ho tennet euz a zouar ann Ejipt ;

7. Ha da vintin e velot gloar ann Aotrou ; rak klevet en deuz ho krosmol enep ann Aotrou ; evid-omp ni