Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/83

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
81
LEVR ANN EXOD.

nion. Rak mad eo gouzoud penaoz sakrifisou al lezen goz, ha re ar batriarched araog al lezen, a skeudenne holl sakrifis ar groaz, hag hini ann offeren zantel, e pehini, goude ma en deuz Jezuz-Krist en em ghennighet d’he Dad etre daouarn ar belek e teu da veza magadurez hon eneou dre ar gommunion santel.

℣ 16. Ha pa zav eur striv bennag etrez-ho, e teuont d’am c’havout evit ma tiskouezinn d’ezho gourc’hemennou Doue hag he lezennou. — Penaoz, eme zant Aogustin, ec’h helle Moïzes rei da anaout d’ar bobl gourc’hemennou Doue hag e lezennou, pa’z eo guir ne oa ket c’hoaz roet ar gourc’hemennou na skrivet al lezennou ? Guir eo, eme ann doktor, mes beza ez euz eul lezen eternel, lezen ar virionez, skrivet gant Doue e koustianz pep den, ha dre behini ec’h anavezomp ann droug diouc’h ar mad. Ann dud leal hag ho deuz c’hoant da ober bolontez Doue, a oar diskenn eno da c’houlenn petra lavar al lezen-ze, hag a glev eno Ali Doue, sententiam Dei. Chetu petra a rea Moïzes, hag he varnidighez a vije kavet mad, ha pep hini a rea diouc’h he gomzou. Skouer gaer evit ar re a zo karghet da varn ann dud ; klask lezen Doue e goueled ho c’houstianz.

℣ 19 etc. Bezit holl d’ar bobl er pez a zell oc’h Doue… Ha choazit tud a zoare evit barn ann traou distera. — Ann ali-ze a oa fur meurbed ; Moïzes a dlie beza araog peptra ministr hag hanterour etre Doue hag ar bobl ; he garg vraz a oa diskleria d’ar bobl bolontez Doue, ha komz da Zoue euz a ezommou ar bobl ; tud all a helje renka ar procezou a zavje etrez-ho divarbenn traou ar bed. Hag oc’h ober evelse Doue a vije gant-han. Da ghenta, abalamour Doue a gar e teufe pep den da ghemer kuzul digant eunn den all, abarz ober netra a dalvoudeghez vraz. D’ann eil, eur c’hrouadur hag a ra bolontez he dad pe he dad-kaer a vezo bennighet gant Doue. D’ann trede, eunn den hag en em ro enn holl d’ann holl da afferiou ar bed-ma, a gontraign Spered Doue da vont er meaz euz he galoun, pa’z guir ne lez plas ebed

6