Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/86

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
84
LEVR ANN EXOD.


15. E lavaraz d’ezho : Bezit prest abenn ann trede deiz, ha na dostait ket ouz ho kraghez.

16. Dija e oa deuet ann trede deiz ; ha diouc’h ar mintin pa oa braz ann deiz, e koumansaz ar gurun da drouza, al luc’hed da splanna, eur goumoulenn deo meurbed da c’holoï ar menez. hag ann drompill da zoun kre ha skiltruz ; hag ar bobl, pehini a oa er c’hamp, a grene gant ann aoun.

17. Ha pa en doe Moïzes ho zennet diouc’h ar c’hamp evit dont var arbenn Doue, e choumzont e traon ar menez.

18. Hoghen menez Sinaï a voghede holl, dre ma oa diskennet ann Aotrou var-n-ezhan ekreiz ann tan ; hag ar moughed a zave anezhan evel diouc’h eur fourn vraz ; hag ar menez holl a oa spount he velet.

19. Ha soun ann drompill a zeue a nebeut da nebeut krevoc’h, ha da bep taol hirroc’h ha skiltroc’h. Moïzes a gomze, ha Doue a responte out-han.

20. Ann Aotrou a ziskennaz eta var venez Sinaï var vek ar menez, hag a c’halvaz Moïzez el leac’h huella. Ha pa oe pignet eno,

21. E lavaraz d’ezhan : Diskennit ha livirit mad d’ar bobl ar pez am euz difennet ; gant aoun na felfe d’ezhan tremen dreist ann harzou evit guelout ann Aotrou, ha na varfe eunn niver braz anezho.

22. Ar veleien ivez pere a dosta ouz ann Aotrou, ra vezint santifiet, gant aoun n’ho skofe ann Aotrou.

23. Ha Moïzes a lavaraz d’ann Aotrou : Ar bobl munud na hello ket tostaat ouc’h menez Sinaï, rak diskleriet hoc’h euz ha gourc’hemennet mad o lavarout : Likiit harzou tro var dro d’ar menez ha grit anezhan eunn dra sakr.