Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/87

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
85
LEVR ANN EXOD.


24. Hag ann Aotrou a lavaraz d’ezhan : It, diskennit ; hag e pignot c’houi, hag Aaron gan-ehoc’h. Mes ar veleien hag ar bobl, ra na dremenint ket ann harzou, ha na bignint ket da gavout ann Aotrou, gant aoun n’ho lazfe.

25. Moïzes a ziskennaz eta da gavout ar bobl, hag a lavaraz d’ezhan ann traou-ze holl.


————


SKLERIDIGHEZ.


℣ 4. Guelet hoc’h euz penaoz em euz ho toughet evel ma toug ann er he laboused var he ziouaskel. — Ann er, pa fell d’ezhan chench plas d’he laboused, pe deski d’ezho nijal, a gustum ho doughen nann gant he bao na gant he vek, evel ma ra al loened all, mes ho c’hemer a ra var e ghein. Gouzout a ra n’euz nemet ann den hag a c’helfe neuze ober droug d’ezho en eul leuskel var-n-ezho tennou fuzul pe tennou birr ; hag en em laka etre ann tennou hag hi ; ar maro na hello ho zizout nemet a dreuz d’he gorf he-unan. Chetu aze eur skouer gaer a garantez ha chetu perag e kemer Moïzes al labouz roeal-ze da heveledighez pa fell d’ezhan diskouez d’he bobl bete pegheid ez a karantez Doue enn ho c’henver.

℣ 6. Hag e viot evid-oun eur rouantelez a veleien — Da ghenta, Doue a oa he-unan roue ar bobl a Israël, hag epad pell amzer e c’houarnaz anezho dre he veleien. Rak-se pa zeujont eunn devez da bedi Samuel ar beleg braz da rei d’ezho eur roue, evel m’ho devoa ar boblou tro-var-dro, Doue a lavaraz da Zamuel : ne ket c’houi eo a daolont a gostez, me ann hini eo, ha na fell ket d’ezho e rênfeun var-n-ezho hiviziken.

D’ann eil, ar bobl a Israël a skeudenne e pep tra ar gristenien a dlie dont var ho lerc’h. Hag ar gristenien, hervez