verk Jerusalem ann douar, sklaf d’al lezen gant he bugale ; Mes Jeruzalem ann env, houn-nez eo ar pried enn he frankiz, arouezet dre Sara ; houn-nez eo hor gwir vamm, he bugale eo a vezo heritourien ann Tad ; ha ni eo ar vugale-ze arouezet dre Izaak. Ann testamant koz gand he lidou inouuz, a zo torret gant Jezuz-Krist hor Zalver ; hag ennn testamant nevez en deuz roet d’e-omp enn he leac’h ; testamant skrivet gant he c’hoad, ha pehini a virimp penn da benn, nann dre forz, evel ma rea tud ann testamant koz, mes a galoun-vad ha gant karantez, dre ar zikour euz ar c’hras, ha dre zellidou Jezuz hor Zalver,
Neuze, eme c’hoaz sant Paol, ann hini a oa ganet hervez ar c’hik, da lavarout eo hervez ann natur, hep burzud ebed, a hegase ann hini a oe ganet hervez ar spered, da lavarout eo, dre eur c’hras spisial a Zoue. Evel-se e c’hoarvez hirio c’hoaz ; bugale ar Sinagog a heskin diskibled Jezuz. Mes petra lavar ar skritur ; Kasit-kuit ar vatez hag he map, rak map ar vatez na vezo ket heritour gant map ar c’hrek frank. Evel-se ar Juzevien aheurtet a zo lekeat er meaz euz a iliz Doue, hag evel Agar ebarz ar gwelec’h, e valeont goudevez dre ar bed, hep gouzout re pe du trei.
Hirio ivez ar bediz a heskin e mil fesoun bugale ha servicherien Doue ; Mes eunn devez e vezo c’hoaz lavaret ; Kasit kuit mipien ar vatez, n’ho deveuz perz ebed e rouantelez ann tad, rouantelez miret da vugale ar wir c’hrek, pehini eo hor Mamm Zantel ann Iliz.
.
1. Goude kement-se, Doue a amprouaz Abraham, hag a lavaraz d’ezhan : Abraham, Abraham ! Abraham a respontaz : Chetu me ama.