Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Genes, 1849.djvu/102

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
94
LEVR AR C’HENELIEZ.


2. Ha Doue a lavaraz : Kemer da vap penn-her pehini a garez, Izaak ; ha kea da zouar ar welidigez ; hag eno te rei eur zakrifis anezhan d’in, oc’h he zevi war unan euz ar menesiou a ziskouezinn d’id.

3. Abraham eta, o sevel a-raok ann deiz, a sternaz he azen, hag a c’halvaz da zont gant-han daou vevel iaouank, hag he vap Izaak. Hag o veza trouc’het keuneud awalc’h evit devi ann hostif, e kemeraz he hent war-zu al leac’h da behini en devoa Doue gourc’hemennet d’ezhan mont.

4. Hogen d’ann trede deiz, o veza savet he zaoulagad, e welaz euz a bell ar menez.

5. Hag e lavaraz d’he vevelien : Choumit ama da c’hortoz, gant ann azen ; va map ha me, ne vimp ket pell evit mont beteg a-hont, ha goude ma hor bezo azeulet, e tistroimp daved-hoc’h,

6. Kemerout a reaz ar c’heuneud evid ar zakrifis, hag ho lakaat a reaz war gein he vap Izaak ; hen he-unan a zouge enn he zaouarn ann tan hag ar c’hleze. Epad ma’ z eant ho daou kevret,

7. Izaak a lavaraz d’he dad : Va zad. Abraham a respontaz : Petra fell d’id, va map ? Chetu, eme-z-han, tan ha keuneud, peleac’h ema aneval ar zakrifis ?

8. Abraham a lavaraz : Doue a gavo d’ezhan aneval ar zakrifis, va map. Kenderc’hel a rejont eta da gerzet ho daou ;

9. Hag ec’h errujont el leac’h en devoa Doue diskouezet da Abraham. Sevel a reaz eunn aoter eno, ha renka a reaz ar c’heuneud war-n-ezhi : Hag o veza liammet he vap Izaak, e lekeaz anezhan war ann aoter, war chorre ar c’heuneud renket.

10. Hag ec’h astennaz he zourn, hag e kemeraz ar c’hleze, da laza he vap e sakrifis.