Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Genes, 1849.djvu/105

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
97
LEVR AR C’HENELIEZ.

leac’h ; Jezuz-Krist evel Doue n’en deuz ket gouzanvet war ar groaz, na helle ket ober ; mes evel den e c’houzanvaz ar maro. A-hent all eo bet skeudennet mad hor Zalver dre ar penn-denved-ze luiet e-touez ann drez, hen pehini a zo bet grouiet ouc’h ar groaz gant hor pec’hejou-ni goude beza bet kurunet gant spern.

D’ann divez, sakrifis Isaak a zo eur skeden barfet euz a zakrifis ann oferen. Abraham en devoa lazet he vap enn he galoun, dre eunn dilez frank ha leal, hag Izaak en devoa ivez great da Zoue ar zakrifis euz he vuez, petra bennak ne oe ket skuillet he c’hoad ; evel-se Jezuz-Krist a ra ann dilez euz he vuez evid-omp, ken alies gweach ma ec’h oferenn eur belek, petra bennak ne varv ket mui, ha na skuill ket he c’hoad, evel gweachall war menez Kalvar.

Gwelout a reomp er pennad-ma, parfeted Abraham o vont ato war gresk. Merkou sklear hag hanad en deuz roet dija da Zoue euz he feiz hag euz he zentidigez, euz he garantez e kenver Doue hag e kenver he nesa ; ha Doue a beur-achu da amproui he zervicher dre ann touch ar c’hizidika : Kemer da vap ha n’euz nemet-han, da vap pehini a garez, Izaak ; ha gra d’in eur zakrifis gant-han. Pebez taol evit eunn tad ker mad ? n’euz forz, ne ma ket he zouj da ober gant-han ; Doue a gomz ; senti a renker. Hag he zentidigez a zervicho da skouer d’ann dud ar re zantella bete fin ar bed. Seiz derez, eme Zant Bernard a ra eur zentidigez barfet. Hag ho seiz en em gavont e sentidigez Abraham. 1. Sentidigez kalounek, 2 Sentidigez mut, 3 Sentidigez joauz, 4 Sentidigez prim, 5 Sentidigez kourachuz, 6 Sentidigez vuel, 7 Sentidigez paduz.

Mar d-oc’h bugale da Abraham, eme hor Zalver d’e-omp, kerkoulz ha d’ar Juzevien, grit ar pez en deuz great Abraham. Mar d-oc’h karet gant Doue, Doue na choumo ket hep ho amproui. Mar goulenn digan-e-hoc’h ho madou, ho iec’hed, ho puez, pe eur map ha n’euz nemet-han, ho ped sonj euz Abraham. Grit evel d-han, ha list Doue da beur-achui. Ho map Izaak, da lavarout eo, ho kwir vad, na varvo ket ; Doue a oar gwell petra zo talvoudeka d’e-hoc’h hag he gavout a reot goude ho sakrifis, er bed-ma pe er bed

all.

7